A-ven e taomp ? petra omp-ni ? da ven e yeomp ?

997 mots 4 pages
En tu-dehou, troc'het get bord an daolenn eh eus ur c'hi, en e c'hourvez emañ àr an douar, e benn 'zo troet davet ur strollad maouezed er plañ kentañ, en ur mod dre e selloù e tiskouez deomp penaos lenn an daolenn, ag an tu-dehoù d'an tu-kleiz. Maouezed a dTahiti int, get o blev hir hag o c'hroc'hen liv ar c'houevr. Azezet int àr al leur. Div anezhe, landreant, 'zo é sellet davedomp-ni, un dorn pozet àr o groñj. An deirvet hani a zo troet he c'hein davet an arvesterion, he selloù é pariñ àr an tu kleiz. Diraze emañ gourvezet ur babig, emañ é kousket. A-dreñv ar strollad kentañ-mañ, a-gleiz, e weler daou zen, div vaouez moarvat, emaint gwisket get ur sae hir ruz-roz, ha gronnet int get an deñvalijenn, skeud ur vrouzgwezenn bennak marse. Emañ o fennoù tost an eil d'egile, un dorn digor dirak o bruched. Mard eo spis a-walc'h dremm ar plac'h en tu-kleiz, daoust d'he blev du mont diàr wel er skeud a-dreñv dezhi, e chom kevrinus ha dispis hani ar plac'h arall en he c'hichen. E komz emaint sur a-walc'h, hag ar santimant hon eus emaint é ranniñ ur sekred bennak, unan hag a chomo kuzhet deomp, lonket get an deñvalijenn a-dreñv dezhe. Emañ ret lâret ivez ne seblantont ket bout tre er memes spas ag an tudennoù arall. En tu-kleiz c'hoazh, ur vaouez arall, he c'hein troet davedomp, chouket, un dorn savet a-us d'he fenn é sellet doc'hte. Hag e kreiz tout un daolenn, emañ un den en e sav, ul lien gwenn en-dro d'e zargreiz. Emañ e zivvrec'h hag e benn savet d'ar lein. E kutuilhat un aval ruz emañ. Digustum a-walc'h eo ar mod m'oa bet livet get Gauguin, rak ac'hubiñ a ra razh uhelder an daolenn, penn e zaouarn hag e zreid a ya e-maez anezhi. Troc'hiñ a ra ar pentadur etre daou. Daou gazh gwenn 'zo e-harz e dreid, hag ur paotr é tebriñ un aval, ur c'havr gourvezet a weler a-dreñv dezhañ. En eil plañ eh eus ur paun ruz ha gwer, hag ur vaouez en he sav, gwisket get ur sae hir ha teñval, he blev du é ruilhal àr he divskoaz. En trede plañ eh eus delwenn un idol, un douez c'hlas,

en relation

  • Pourquoi aurais-je resume
    1488 mots | 6 pages
  • Grignoux novc
    2364 mots | 10 pages
  • Le tourime en bretagne (en breton)
    619 mots | 3 pages
  • Scenes abercrombie
    409 mots | 2 pages
  • La terminale ouf
    1097 mots | 5 pages
  • Breton 19ème siècle
    1826 mots | 8 pages
  • El botellon
    848 mots | 4 pages
  • Dom juan
    1023 mots | 5 pages
  • Rapport sur les programmes
    2318 mots | 10 pages
  • les dindes
    401 mots | 2 pages
  • Bacfrancais
    1981 mots | 8 pages
  • doc econ
    1857 mots | 8 pages
  • Plan réseau rtc
    14764 mots | 60 pages
  • Plan général du réseau
    5282 mots | 22 pages
  • je sais pas quoi mettre
    289 mots | 2 pages